samedi 17 août 2013

An Durzhunell - La tourterelle

Un oiseau se laisse mourir d'amour


AN DURZHUNELL



Kalz amzer am eus kollet
O furchal ar c’hoajou
‘vit surprenn an durzhunell
Kousket war ar bankou

Skoaziet em eus ma fusuihl
Med tennet em eus fal
Tec’het eo an durzunel
Ha nijet er c’hoad all


Diouz an noz hag ar mintin
‘klevan al laboused
O kana, o fredoni
Da veg ar gwez pignet

Ha n’eus nikun a neze
Ha bikfe va c’halon
Evel mouez an durzunel
O ouela d’he mignon

Hirvoudi ‘ra noz ha dez
Gant ar boan, an anken
‘vel eur paourkez intanvez
Kollet ganti e den

Ha klevet he mouez klemmus
O red dre ar c’hoajou
A zo meurbet truezhus
D’a oll labousedou

Petra, turzhunell yaouank
A dourmant da galon
Kollet em eus, emezi
Ma fidela mignon

Mar na deu ar chaseour
D’ober d’i-me mervel
Me ‘varvo gant ar glac’har
D’am mignon koant fidel

N’eus na louzou, na souten
Na frealzidigez
Gouest da barean souden
Gouli va c’harante

Trec’het oun gant ar glac’har
Mot a ran da verveol
Met ne varvin ket kontant
Mar ne varvan fidel

Gwelet em eus o vervel
An durzunell yaouank
Disec’het piz he c’halon
Gant ar b oan, an tourmant

‘ni c’huanad diweza
Et d’eus c’hoaz lavaret
Kenavo, mignon fidel
‘raktal eo tremenet

Melezour sklaer ar gwirion
Eus ar gwir garantez
Ha ne gaver e kalon
Ar yaouankiz direiz

Nann, ne varvin ket laouen
Mar ne varvan fidel
Ha biken ne zizonjin
Maro an durzhunell





Image : clipart microsoft office






Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire